Ur stummadur war an doareoù kelenn d'an dud deuet a vo aozet gant Roudour etre ar 15 a viz Mae hag an 03 a viz Gouere 2012. Seizh sizhunvezh stummadur o teskiñ (301 eurvezh) ha div sizhunvezh pleustrek a yelo d'ober anezhañ. Pal ar stummadur eo pleustriñ ha mestroniañ an teknikoù kelenn d'an dud deuet, hentennoù an «Deskiñ Fonnus» («Accelerated Learning») hag an hentennoù muiañ-implijet en o zouez.