Ar Stummadur 6 miz
Petra? :- stummadur hir 6 miz evit ar re a fell dezho deskiñ ha
mestroniañ ar yezh evit labourat ha bevañ e brezhoneg.
Evit piv?: - an dud dilabour, an implijidi, ar re yaouank, ar re war o leve...
-an deraouidi, ar re bet desket brezhoneg ganto c'hoazh...
Penaos?: 840 eurvezh stummadur (140 eurvezh"pleustrek"(gant ur skol, ur gevredigezh...) en o zouez)
Pelec'h?: E Ti ar Vro, Karaez, en MJC e Douarnenez
Pegoulz?: Bep bloaz etre fin miz Gwengolo ha penn kentañ miz Ebrel, hag etre miz Genver ha miz Gouere.
Pegement?: - Evit an implijidi e c'hell bezañ arc'hantaet dre ur CIF (Congé Individuel de Formation), pe ar Rannvro
- Evit an dud dilabour hag ar re yaouank e c'hell bezañ arc'hantaet
gant ar Rannvro
- Evit ar re all ( tud war o leve,...) e c'hell bezañ graet ur priz
"izel" : 300 € ar miz
|  |