Renseignements - Titouroù : 02 98 99 75 81 - 06 52 01 18 57

Derc'hel a ran da zeskiñ

A-benn derc'hel gant ar brezhoneg e c'hellit kavout stummadurioù a-bep seurt.

  • Stajoù berr

Roudour a ginnig stajoù 5 devezh a-hed ar bloaz. E-pad ar vakañsoù-skol dreist-holl met ivez e-kerzh ar stummadurioù hir. Gallout a rit dont da heuliañ ur sizhun staj pe zaou gant ma vo ar stajidi a-live ganeoc'h.

Programm ar stajoù 5 devezh

  • Ar stummadur barrekaat 3 miz

Degemeret e vez tud a oar brezhoneg c'hoazh ar c'hoant da vont pelloc'h gant ar yezh ganto. Al live B1 a vez goulennet a-raok ar stummadur. Ur pal micherel a zo gant ar stummadur-mañ : bezañ gouest da labourat e brezhoneg.

Ar stummadur 3 miz
  • Skol-veur

Skol-veur Brest : Aotreegezh war ar brezhoneg


Skol-veur Roazhon 2 : Aotreegezh war ar brezhoneg (dre lizher)