|
|
 | |
|
|
|
 |
 |
E kreizig-kreiz Breizh emañ ROUDOUR ; E KARAEZ-PLOUGÊR, kêr vihan 8 000 annezad o chom enni, brudet dreist-holl evit Gouel an Erer Kozh. Enni ez eus ur bern kevredigezhioù sevenadurel evel Ofis ar brezhoneg, DAO, Spered ar Yezh... hep disoñjal al Lise Diwan hag an tri doare skolioù brezhonek. A-bep-seurt gwenodennoù a zo tro-war-dro (pourmennadennoù er c'hoadoù pe war lein ar menez) ha kalz lec'hioù ha savadurioù da weladenniñ. *** Menez Are e dachennoù divent, *** mirdioù natur, istor ha sevenadur *** liorzhoù *** mengleuz kozh Lokmaria *** ar glad relijiel, ar c'hlozioù-iliz (Pleiben, Kommanna.....) |
|
|
|
|
|