Diwar 2 hentenn deskiñ yezhoù ( TPR ha Suggestopedia ) eo bet savet hini Roudour. Ober a ra gant mont en-dro ar memor ha kargoù disheñvel fiziet e daou du an empenn. An hentenn TPR , Total Physical Response (Respont Korf Hollek), ijinet gant an amerikan James ASHER a liamm ar gomz gant ar jestroù. Diazezet war ar c'hompren da gentañ hag an ezteurel da c'houde e-giz ma ra ar vugale gant o yezh vamm. Suggestopedia : Savet gant ar bulgarad Georgi LOZANOV a zesach kentoc'h tu dehou an empenn, hini ar memor hag ar faltazi. Derc'hel a ra kont ivez eus stadoù disheñvel an empenn oc'h ober gant doareoù lenn a-bep seurt gant sonerezh da heul | Diazezet eo hon hentenn war un destenn, bet ijinet gant stummerien ROUDOUR, o tanevelliñ troioù-kaer ur James Bond a zo kaset a-dreuz hag a-hed Breizh gant e durubailhoù. Leun a droioù-lavar bev ha poblek, pinvidigezh ar brezhoneg, eo an destenn. Aketus e chom al lenner desachet ma 'z eo gant red an istor ha digarez a vez roet dezhañ da c'hoarzhin leizh-e-gof. Cheñch obererezhioù a vez graet ingal evit ma ne vefe na borodus na re dost ouzh doareoù ar skol. Gant an hentenn-mañ e vez degaset 200 ger pep kentel, 6 pe 7 pajennad anezhi, 2000 ger evit an 10 kentel, peadra d' en em zibab e brezhoneg! Graet e vez gant an tresañ, ar c'hoariva, ar sonerezh...evit ar yezhadur zoken! |